Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
1000 pluenn
27 février 2009

Kendalh kenta gand Maïwenn Morvan !

Kendalh kenta gand Maïwenn Morvan !


Klañv gand ar brezoneg

"Chéri, tu peux descendre. Ton café est prêt."
"Petra a lavarez ? Oh, nandedie, nemed kard dija, poent braz eo din sevel. Gortoz, prest on da ziskenn. Eur vunutenn c'hoaz, va dousig."
"Qu'est-ce que tu dis ? Je ne comprends rien quand tu grognes."
"Saozneg a gomzez ouzin bremañ ? Petra a hoarvez ganez ? Te a gav dit am-eus amzer da farsal, eur bern labour a zo ganin war va choug ar mintin-man."
"Mon chéri, ce n'est pas drôle..."

"Doktor Abeguile ? Amañ an itron Dumezil . Deuit buan. Eun dra spontuz. Eun dra skrijuz a zo c'hoarvezet ganeom. N'ouzon ket petra da ober."
"Dousig, dousig, mar plij, ha displegit din sklêr petra a zo c'hoarvezet."
"Va fried ne gomz ket galleg ken."
"Penaoz 'ta ? N'e-neus ket c'hoant ken da gomz galleg ?"
"N'eo ket se. Ne hell ket ken."
"Penaoz e hellit lavaroud an dra-ze ? C'hwi zo sur ne ra ket goap ahanoh ? Etre priedou a-wechou..."
"Va gwaz n'eo ket eur farser, dokteur. Forz penaoz, evid beza sur ne ree ket an neuz, am-eus piket anezañ gand eur spillenn ha dioustu e-neus lavaret traou digomprenuz gand eur pouez-mouez spontuz hag en eur yez ne gomprenan ket."
"Dond a ran dioustu."

"Diêz eo da gredi, mez gwir eo : an aotrou Dumezil ne gomz ket galleg ken. Ho pried a gomz brezoneg, itron ger."
"Brezoneg ? N'eo ket posubl ! Sur oh ?"
"Genidig on euz Santeg e-kichen Kastell-Paol, itron."
"Mez penaoz e-nije desket ar patwa-se ?"
"Ar yez-se. Ne ouie ket eun tamm a-raog ?"
"Ah nann 'vad ! Eüruzamant. Tamm ebed. Va fried a zo euz Chalons-sur-Marne, hag emaom amañ abaoe daou viz nemetken."
"Drol eo. Komz a ra evel unan e-neuz desket ez-vihan, ha brao e teu gantañ memez."
"Mez penaoz e raio evid kenderhel gand e vicher ? E galleg e labour, ha me lavarfe memez, evid ar galleg e labour."
"Gwir eo, eur rener braz evel ho pried a dle beza sammet gand al labour er mare-mañ. Dreist-oll gand afer ar chomlehiou e Breiz-Izel..."
"Oh, tud 'zo a zo striz o spered. Ha war ar marhad, pedet eo bet da gemer perz e Gouel Meur ar Frankofoni. Ne vo ket gouest zoken da lenn ar prezegennou e-neus savet. Petra a hoarvez gantañ, dokteur ?"
"Ne gomprenan seurd ebed. Gwall-goñpliket eo ar memor. Tud 'zo a-wechou a zisoñj o yez-vamm. Mez an dra-ze ne hoarvez ket en en eun taol. Pez a a zo drol ivez, ho pried a gomz eur yez n'e-neus ket desket."
"Posubl eo, dokteur ?"
"Evid ar burzudou e vefe mad mond da weloud e leh all. Evid ar skiant e hellan telefoni d'eur mignon din a ra war-dro kudennou ar memor."

"Egzaminet on eus an aotrou Dumezil, itron."
"Grevuz eo ?"
"Ne hellom ket beza sur evid ar mare. Skoet-braz eo bet evel just p'on-eus lavaret dezañ ne gomze nemed brezoneg hiviziken. Ken skoet m'on-eus ranket rei louzeier, "antidépresseurs" dezañ."
"Mez moaien a vo dezañ addeski galleg sur a-walh ?"
"N'ouzom ket re. Klasket on-eus deski dezañ eun toullad geriou : "je vous en prie", "bonsoir", "mes hommages", mez e spered ne zeu ket a-benn da zerhel soñj anezo. Drol eo peogwir an doktor Abeguile a zo deut a-benn da zeski dezañ frazennou euz e vro henidig."
"Mez galleg eo a ranker deski dezañ ! N'emaon ket o vond da zeski brezoneg evid kaozeal gand va gwaz, memestra..."

"Digarezit ahanon, itron Dumezil, an aotrou prefed ne hell ket kaozeal evid ar mare. Amañ Jules Guindé, e karg evid ar mare... Ya... Kompren a ran... O va Doue, itron ger, eur bern tud estreged ho pried o-deus paket ar hleñved-se. Eur gwir gleñved-red... Ya, e-touez an dud e karg a renk uhel, ar re dindan ar stad nemetken. Tamm galleg ebed ken ganto, nemed trefoedachou Landrevarzeg, Kernaskleden, Logivi-Plougraz... A, va zekretourez a lavar din eo krog ar hleñved en aotrou prefed ivez, war a zeblant. Klask a reom ober pez a hellom, mez honnez n'eo ket eur gudenn êz. Kenta tra on-eus greet eo lakaad e "détention provisoire"  skipaill Ofis ar Brezhoneg evel just, eun toullad sonerien daou ha daou, daou pe dri varz breizad, kelennerien euz Diwan, mez beteg-henn n'eus bet cheñchamant ebed..."


Setu ar hendalh gand Maïwenn Morvan :



« Ale, lar din ar wirionez Yann-Hoel, te an hini eo ’peus sordet ar prefed hag ar re all, n’eo ket ?
- N’eo ket.
- Alato, na gont ket geier din ! N’eus nemed eun drouiz gouest d’ober kement-mañ.
- Marteze, med n’em-eus greet netra.
- Ne dalv ket ar boan lavared geier din. Sur on.
- Memez m’ am-befe bet ar hoant, ne vefen ket deuet a-benn » eme Yann-Hoel, dipitet.
« Petra ? Med eun den kad da lakaad mein hir da nijal a zo gouest da zorda tud, sur a-walh ! ?
- Ya, med me n’on ket. Soñj ‘peus pa z on eet beteg Kembre da zeski troiou an drouiz meur aze ? Beñ ne oa ket gwir.
- Petra ? Peleh out bet, neuze ?
- Beteg ar Stadou-Unanet.
- Ar Stadou-Unanet ? Med n’ouzon ket ped gwech ‘peus laret deom e oa an Amerikaned mibien an diaoul, gand o McDo ha kement ‘zo.
- Evid diwall ma sekred e oa ! E gwirinonez on bet oh ober eur staj gand David Copperfield.
- A ! Gaouiad brein ! Me ‘moa feiz ennout ! Pa zoñjan ‘meus statoet war McDo Karaez beb sul da 11 eur 59 peogwir ‘poa lakaet ahanon da gredi e oa eun doare da gas kuit ar glianted ! Gaouad brein.
- O ! o ! Chom sioul Fulup ! » eme eun trede paotr na oa ket bet klevet beteg henn. « Ema Keleier Breiz o kregi war Frañs 3, marteze e vo laret eun dra bennag diwar or penn. Ha mir da startijenn ganit. Red e vo beza fresk ha speredeg evid mond er mêz deuz an toull bah ! »

Setu echu evid poent ! deoh da ijina ar peurrest !

Klika amañ evid gouzoud penaoz ober evid kemer perz !

Publicité
Publicité
Commentaires
1000 pluenn
Publicité
1000 pluenn
Archives
Publicité