Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

1000 pluenn

15 mai 2009

Kendalh n°7 gand Alan Broc

Klañv gand ar brezoneg

Penn kenta an istor gand Jean-Christophe Bozec :

- "Chéri, tu peux descendre. Ton café est prêt."
- "Petra a lavarez ? Oh, nandedie, nemed kard dija, poent braz eo din sevel. Gortoz, prest on da ziskenn. Eur vunutenn c'hoaz, va dousig."
- "Qu'est-ce que tu dis ? Je ne comprends rien quand tu grognes."
- "Saozneg a gomzez ouzin bremañ ? Petra a hoarvez ganez ? Te a gav dit am-eus amzer da farsal, eur bern labour a zo ganin war va choug ar mintin-man."
- "Mon chéri, ce n'est pas drôle..."

- "Doktor Abeguile ? Amañ an itron Dumezil . Deuit buan. Eun dra spontuz. Eun dra skrijuz a zo c'hoarvezet ganeom. N'ouzon ket petra da ober."
- "Dousig, dousig, mar plij, ha displegit din sklêr petra a zo c'hoarvezet."
- "Va fried ne gomz ket galleg ken."
- "Penaoz 'ta ? N'e-neus ket c'hoant ken da gomz galleg ?"
- "N'eo ket se. Ne hell ket ken."
- "Penaoz e hellit lavaroud an dra-ze ? C'hwi zo sur ne ra ket goap ahanoh ? Etre priedou a-wechou..."

- "Va gwaz n'eo ket eur farser, dokteur. Forz penaoz, evid beza sur ne ree ket an neuz, am-eus piket anezañ gand eur spillenn ha dioustu e-neus lavaret traou digomprenuz gand eur pouez-mouez spontuz hag en eur yez ne gomprenan ket."
- "Dond a ran dioustu."
- "Diêz eo da gredi, mez gwir eo : an aotrou Dumezil ne gomz ket galleg ken. Ho pried a gomz brezoneg, itron ger."
- "Brezoneg ? N'eo ket posubl ! Sur oh ?"
- "Genidig on euz Santeg e-kichen Kastell-Paol, itron."
- "Mez penaoz e-nije desket ar patwa-se ?"
- "Ar yez-se. Ne ouie ket eun tamm a-raog ?"
- "Ah nann 'vad ! Eüruzamant. Tamm ebed. Va fried a zo euz Chalons-sur-Marne, hag emaom amañ abaoe daou viz nemetken."
- "Drol eo. Komz a ra evel unan e-neuz desket ez-vihan, ha brao e teu gantañ memez."
- "Mez penaoz e raio evid kenderhel gand e vicher ? E galleg e labour, ha me lavarfe memez, evid ar galleg e labour."
- "Gwir eo, eur rener braz evel ho pried a dle beza sammet gand al labour er mare-mañ. Dreist-oll gand afer ar chomlehiou e Breiz-Izel..."
- "Oh, tud 'zo a zo striz o spered. Ha war ar marhad, pedet eo bet da gemer perz e Gouel Meur ar Frankofoni. Ne vo ket gouest zoken da lenn ar prezegennou e-neus savet. Petra a hoarvez gantañ, dokteur ?"
- "Ne gomprenan seurd ebed. Gwall-goñpliket eo ar memor. Tud 'zo a-wechou a zisoñj o yez-vamm. Mez an dra-ze ne hoarvez ket en en eun taol. Pez a a zo drol ivez, ho pried a gomz eur yez n'e-neus ket desket."
- "Posubl eo, dokteur ?"
- "Evid ar burzudou e vefe mad mond da weloud e leh all. Evid ar skiant e hellan telefoni d'eur mignon din a ra war-dro kudennou ar memor."

- "Egzaminet on eus an aotrou Dumezil, itron."
- "Grevuz eo ?"
- "Ne hellom ket beza sur evid ar mare. Skoet-braz eo bet evel just p'on-eus lavaret dezañ ne gomze nemed brezoneg hiviziken. Ken skoet m'on-eus ranket rei louzeier, "antidépresseurs" dezañ."
- "Mez moaien a vo dezañ addeski galleg sur a-walh ?"
- "N'ouzom ket re. Klasket on-eus deski dezañ eun toullad geriou : "je vous en prie", "bonsoir", "mes hommages", mez e spered ne zeu ket a-benn da zerhel soñj anezo. Drol eo peogwir an doktor Abeguile a zo deut a-benn da zeski dezañ frazennou euz e vro henidig."
- "Mez galleg eo a ranker deski dezañ ! N'emaon ket o vond da zeski brezoneg evid kaozeal gand va gwaz, memestra..."

- "Digarezit ahanon, itron Dumezil, an aotrou prefed ne hell ket kaozeal evid ar mare. Amañ Jules Guindé, e karg evid ar mare... Ya... Kompren a ran... O va Doue, itron ger, eur bern tud estreged ho pried o-deus paket ar hleñved-se. Eur gwir gleñved-red... Ya, e-touez an dud e karg a renk uhel, ar re dindan ar stad nemetken. Tamm galleg ebed ken ganto, nemed trefoedachou Landrevarzeg, Kernaskleden, Logivi-Plougraz... A, va zekretourez a lavar din eo krog ar hleñved en aotrou prefed ivez, war a zeblant. Klask a reom ober pez a hellom, mez honnez n'eo ket eur gudenn êz. Kenta tra on-eus greet eo lakaad e "détention provisoire"  skipaill Ofis ar Brezhoneg evel just, eun toullad sonerien daou ha daou, daou pe dri varz breizad, kelennerien euz Diwan, mez beteg-henn n'eus bet cheñchamant ebed..."

Setu kendalh kenta gand Maïwenn Morvan :

« Ale, lar din ar wirionez Yann-Hoel, te an hini eo 'peus sordet ar prefed hag ar re all, n'eo ket ?
- N'eo ket.
- Alato, na gont ket geier din ! N'eus nemed eun drouiz gouest d'ober kement-mañ.
- Marteze, med n'em-eus greet netra.
- Ne dalv ket ar boan lavared geier din. Sur on.
- Memez m' am-befe bet ar hoant, ne vefen ket deuet a-benn » eme Yann-Hoel, dipitet.
« Petra ? Med eun den kad da lakaad mein hir da nijal a zo gouest da zorda tud, sur a-walh ! ?
- Ya, med me n'on ket. Soñj 'peus pa z on eet beteg Kembre da zeski troiou an drouiz meur aze ? Beñ ne oa ket gwir.
- Petra ? Peleh out bet, neuze ?
- Beteg ar Stadou-Unanet.
- Ar Stadou-Unanet ? Med n'ouzon ket ped gwech 'peus laret deom e oa an Amerikaned mibien an diaoul, gand o McDo ha kement 'zo.
- Evid diwall ma sekred e oa ! E gwirinonez on bet oh ober eur staj gand David Copperfield.
- A ! Gaouiad brein ! Me 'moa feiz ennout ! Pa zoñjan 'meus statoet war McDo Karaez beb sul da 11 eur 59 peogwir 'poa lakaet ahanon da gredi e oa eun doare da gas kuit ar glianted ! Gaouad brein.
- O ! o ! Chom sioul Fulup ! » eme eun trede paotr na oa ket bet klevet beteg henn. « Ema Keleier Breiz o kregi war Frañs 3, marteze e vo laret eun dra bennag diwar or penn. Ha mir da startijenn ganit. Red e vo beza fresk ha speredeg evid mond er mêz deuz an toull bah ! »  

Setu ar hendalh gand Frank Bodenes :

« Mardouen Marie-Jeanne, peleh an diaoul ‘ma an dud, neus den ebed dirag an ordinatourien ar mintin-mañ ? ‘Wechou e teu lod da zeiz e’r mintin ken e rankom paseal an aspirateur etre o soulierou lêr. Ma’ ket ar gweturiou ga’d an otokolañchou war ar parking. Skraba paperachou a zo d’ober teil doh eun tu bennag sur a-walh. Lakaad signa ar gartenn a zo kaoz.

- Ar garta, n’eo ket ar gartenn. Aiota, ar harta mitio, petamant ar garta, fin… ha gourel e viche ? Pe benel ? Labour revizioun a joum da ober… ‘meus ket soñj ken.
- Ne houezon dare Maijan, amañ ‘ma an alhwez ‘tao, setu ‘armel-voger ar zunerien poultr, pez donna war an tu kleiz goude ar priveziou e penn-pella an trepas’, giz-se ‘zo bet skrivet war ar stagadenn blastik, sklêroh n’eus ket. Penn all ar houloar. Deuet eo ganin. Mad, renket mad an aspirachou er plakar. Ma, armel-voger ar zunerien poultr, nag a draou ve’ desket amañ, ha traou na vezont ket kavet e Buhez ar Zent.
- Fe’i, ni zo o suni ar boultrenn p’ an deiz, ha pa ne vehom ket amañ ez eom da diegechou ar juloded da lakaad laou da frita du-mañ war billig ar baourentez.
- Pinvidien ha peourien, petra ‘ri, sed eun istor koz avad, nemed peourien gwechall o-deus chenchet penn d’ar vaz me ‘lar…
- A beñ ya, hag aristokrated gwechall a rank dibi bara brein…
- Just a larez, eyeyeye, pa rez ano doh an dra-he, gou’d a rez ez a ar vritofoned da ijinourien informatik d’en deiz a-hirio ?
- Dam ran ‘ket.
- Ne lennez ket an Telegramm d’ar yaou neuze ?
- Power Hebdo, Gala, Jetset mag... ha mad pell zo.
- Diouz a glever ez eus prefeded, antreprenourien al labour-douar, chefou an ti post ha kement penn braz a zo a oar mond e brezoneg frêz ha difrê abaoe nebeud… et nous on est là comme des guinaouegez, n’om ket foutu da zistripa, eun dra bennag amañ hag a-hont ha mad pell zo.
- Pfff, ne vim ket gwerzet, ha pa zoñjan o-deus lakaet en o fennou amañ ez om ‘gallegerien rik’ evel ma laront… 
Yañ, sed a laront, ma ouifent penaoz e vehom o lañgachi er patwa pa droont kein deom, na pebez abadenn a viche da gaoud, eun teodad !
- Hag eun tamm brao a zeskamañchou a bakom en o fichennou diwar ar bern, yañ pa, e’r hofad !
- Hag e reom’ Mai’, ha ni vo barreg evid koñkour an ti-post benn bloaz o tond ! Soñj ‘ta, ni hon-diou war veloiou melen-flamm dah ar mintin, dichakoda al liziri, lakaad aneho er bouestou, lipaad eur banne kafé pe eur berad an hi’ kreñv eur wech an amzer, a-di-da-di hag a-wer-da-wer. Brao ar vuhez. Hag echu suni ar poultr, d’ar hasti ! »

« Demad deoh itron Dumezil. Mad a rit pa zeuit da glask kelou dre e-mail, mod-se n’ho po ket da hortoz eurveziou a-raog ma vije roet aotre deoh gand an izarcherien dond d’am gweloud em bureo. Klask a rin konta ar berra ar gwella evid kas kelou deoh. Mond a ra buan an traou ‘baoe deh da noz. Buan a-walh eo bet didamallet skipaill Ofis ar Brezhoneg.

Nebeud war-lerh e oa tro pennou braz Diwan da vond dieub, an oll anezo... nemed unan pa laran mad, eur vestrez skol, brezoneg ledan leiz he chakod. Kaset ‘zo bet da benn añrejistramañchou arjañtik ha numerik euz moueziou tud an Ofis ha reou Diwan Breiz. C’hoant on-oa da veza sur n’o-doa ket skignet o yez e-touez annezidi ar c’hwehkorn en desped dezo. Hervez or binviou n’eo ket memez brezoneg an hini a zeu gand an dud e-karg euz an daou ensavadur deuz eun tu ha gand ho kwaz d’egile. Goude ma oa bet plantet kaoziou distagellet mad an Aotrou Dumezil el lojisiel e oa bet analizet reou ensavadurien en o heñver, setu ma oa troet foll ar mekanik, kemend e krede deom e oa deuet eur gwallviruz e-barz, e giz-mañ e-noa laret ar vouestad eskemm : ‘n’eo ket echu gand ar brogramatourien ebarza al listennad a heriou skandinavek hag enezskorneneg, dibosubl eo mond beteg penn gand an analiz’.

Evid a zell ouz Diwan evel ma laren deoh e oa unan bennag diouto hag a zibune en eur mod a zo damheñvel ouz hini ho kwaz. Eun tammig berr eo bet paket ar vestrez skol-ze p’he-deus dibunet digareziou didalvez, soñj ganti displega ar perag hag ar penaoz eus he fouez-mouez Gorre-Leon. Dioustu e oa eur stropad santel ganti, ‘Me zo fan euz Denez Prigent’ hag ar sort, prim ha dichipod, peadra da gonfuzi anezi. Setu m’eo bet dalhet en or habanou evid eun eil prantad a enklask, eun tamm dounnoh ar wech-mañ. Emichañs n’on ket bet na ranelluz na boroduz pa ’meus roet toud an traou a ouien evid poent. Ema lañgach santel Santeg oh en em sila beteg Nisa hag amañ on-eus kavet unan a hejlfe sikour dirouestla an enkadenn-ze.
Kenavo d’ar henta kemenadenn Itron gêz. »

Setu ar hendalh gand Henri Cariou :

Penn an den koz a vobe a-uz d'al laouer-gegin. Amproueteziou a oa displaset gant ar helenner, nervuzeg ; o goullei lod, o leunia re all.

A daol trumm, mouga a reas al lamp nemetañ a sklêrijenne ar hao.

"Daonet ! Goulou ebed ken. Ar boujidennou ! Red eo din kavoud ar boujidennou."
Gand mil boan e teuas a-benn da lakaad e zorn war an traouegez klasket.
Frota a reas eun alumetezenn.
"Mad eo, gelloud a ran kendelhel ma oberenn ! Eur chug sitron, poultr jiñjebr, eur penn-kignon. Sklaera tra, ar penn-kignon !"

An drammou lakaet ouspenn d'ar boazadenn, e savas e benn. Lakaad a reas dalh war eun naer rouz sehet, a-istribill ouz eun treust. Hag hennez, kerkent soubet e-barz ar pod-houarn. Ar helenner a hwezas an tan.

"Bervi beteg diêzenna klok, tapoud ar gwiskad-dindan peget e foñs ar gokell, lezel anezañ da zeha, hag a-benn ar fin, lakaad ar meskaj e poultr. He, he, he ! Da houde, dibab unan bennag. Deom da weled ar goloiou-lizer, bremañ. Da biou kas al lizer gwarniset c'hwek a zeu ? Perag nompas sortial euz terouer Bro-Frañs, a-du-'rall ? Daonet ! Ar bed e-neus droed da gaoud anaoudegez !

Setu ar hendalh kenta gand Dédé Morvan :

- Allo Madam dumezil emichañs ?
- Oui monsieur vo....
- Diouz laboratoire analisou ar yesou bihan
- Oui monsieur bihan pour le résultat des analyses merci
- An analisou n'int ket fall med ...
- Comment fallait pas des analyses ? Pourtant le docteur Abéguilé
- Ya an docteur neus graet mad
- Mad ! Alors c'est bon ? c'est comment ?  C'est une farce ou quoi ?
- Reskebil, na fars na poulloud, kudenn ebed er goad o koas, nemed...
- Fars poulloud je comprends depuis le temps que j'habite ici, mais qu'est ce que vous me racontez, biskoaz : tenez çà aussi je comprends mais c'est mon mari qui...
- N'eo ket eur hleñved ki.
- Qui ? Mais c'est mon mari qui est malade, comme un chien qui tire la langue si on peut dire.
- Nann, n'eo ket klañv, neus ket poulloud en e goad : kap eo da zeski ez kement ar yesou breman, kavet n'am rodou ar yes brezoneg o virvi barz e goad hag barz ar mél-askorn.
- Nann ?  Tenez çà je comprends aussi  : nann c'est non, non ? Oui, en breton oui bien sur.
- Ya mad dond a ra brao ganeoh.
- Yac'h mad aussi : çà c'est quand on boit un coup non ?  Et mon mari oui ?
- Neus ket tu da cheñch ha n'eo ket dao ober pegwir eur chañs eo evitan
- Dao dehi, chance vad ... c'est ce que dit mon jardinier quand il part travailler en sifflotant je crois, mais pour mon mari une chance ? Il ne peut plus parler comme nous ! Là on ne se comprend plus.
- Dao dao kompren a reomp mad tre, ha c'hwi vo kap da gaoseal brezoneg ivez gand eun tamm sikour
- Cap, brezoneg, sikour, çà me dit quelquechose tout çà mais ce n'est pas clair, chicour : j'ai entendu mon mari le dire parmi tous les mots...;
- Ya ya dond a ra brao ganeoh, gand sikour Diwan, Dihun , Ofis ar brezoneg, an tele, ar radio, pe ...
- Tenez : encore Diwan , Office , télé... voilà des expressions connues, bizarre.
- ...pe gand sikour louzou ispisial ...
- Louzou c'est la pharmacie çà  ! ah on en revient à mon pauvre mari ;
- Louzou mad evid ar yehed
- Ah ! Là je comprends tout : bonne santé n'est ce pas ?
- Mad, mad tre mad tre
- Il faut de la pharmacie n'est ce pas ?
- Ya louzou evid gwellaad stad ar yesou, ar brezoneg hag ar re all
- Tenez encore des mots que dit mon mari : stad, all, quand il dit bro all... mon dieu mais que m'arrive-t-il : je dis des mots drôles aussi !
- N'eo ket drol, c'hwi zo kap da gaoseal yesou all ouspenn ar galleg , gand sikour ....
- Mais je comprends presque tout ! gand sikour qui ? Je parle bizarre non ?
- Om laboratoire a werz louzou naturel ha mad ken ken ...
- Des produits naturels, des plantes, il lui faut des produits naturels, bio du labo ?
- Ya produiou evidoh da lakad ahanoh da gomz brezoneg flour, evid kompren o koas d'an nebeuta
- A la pharmacie ? Vite vous dites ;
- Nann nann, dre bost : ni a werz war eoñ nemedken ha dre mail pe bostel
- La Poste, mail, pas de kudenn si çà peut aider mon mari
- Ni a werz poultr mên-greun diouz an uhelgoad : poultr da c'hweza pe bleud da zebri evid gwellaad ar farz penn pe an empenn, poultr graet gand mein fresk evel just ; eun disk bian a zo da heul ar pakajou 'vid displega ar stum hag 'vid ...
- Allo allo ....allo ..al  al labo...gast  on a été coupé  !
- Allo Monsieur Guindé ? Aman Madam Dumezil : j'ai reçu un appel drôle du laboratoire bio bihan au sujet de mon mari, il parle d'un disque pour expliquer la poudre envoyée dre ar poste, au sujet d'une maladie sur la langue ...oui, yes ; vous en avez entendu parler ?
- Ne bougez pas Madame Dumezil j'arrive avec un médecin.

Setu an eil kendalh gand Dédé Morvan :

An Intron Dumezil a skriv d'an aotrou Jules Guiñde :

"Da zigenta Aotrou,

Digarezit ahanon ma ‘m-eus bet komzou droch deustoh an dervez all dre bellgomz : nemed ‘oan penfollet o weled stad ma fried just a-raog Fest ar Francophonie da zond, hag ouspenn, ar prezidant ‘oa pedet… Skuiz e oan dibaoe pell (diloja diouz Chalons ‘oa bet diêz deom c’hwi ‘oar mad) ‘m-oa kemeret louzou evid kousked gwelloh... an aksidant da heul, ha Jean...

Setu pa ‘m-oa resevet respont al laboratoar ‘oan trelatet dija hag an aon ‘deus greet ar peurrest martreze, martreze ? Sonjit ‘ta, me ‘gave din ‘faote d’ar paotr lakaad ahanon da zebri bleud mein ! E peseurt stad memestra ! ‘Moa greet eur meskaj gand Obelix ha Panoramix : peogwir eun taol mên hir ‘noa lakaet e spered war an tu mad en-dro... ha dibaoe ‘oan digouezet e Breiz ‘m-oa lennet kalz mojennou...

Trugarekaad ‘ran ahanoh da veha galvet ar medisin Abeguile ha ‘neus heñchet ahanon mad evid kompren an droug, diouyezeg eo setu ‘neus komprenet heb dale : da genta ‘neus goulennet ali ar beleg « peogwir emaom en eur vro gristen », a lavare ; ar beleg ‘neus komzet diwar ar Pantekost, eur prof, eur burzud... eun taol-esa beteg gouzoud ! Goude-ze an aotrou Abeguile ‘neus galvet medisinez-renerez ospital ar re zod, dre jañs hag eun ide vad : ar zikiatrez-ze, eur vaouez tre, desket ken-ken. Hi ‘deus bevet e bro an Amerik ha studiet kalz du-ze, n’eo ket bet souezet tamm ebed gand on istor, nemed istonet o weled n'oa paket Jean ar yez ken buan memestra ! Hi ‘deus bevet e soubidigez asamblez gand Indianed e bro an Amerik ar Hreisteiz ha bro Ganada, ‘deus desket ouspenn deg yez heb dale. Hi ‘deus galvet eun tudoniour war or zikour, eun dokteur war an etnologiez, ha diou zikologez ; ha c'hwi ‘oar an heuliad peogwir emaoh e penn an departamant bremañ :
amañ emaom brao war Enez Eusa, toud ar vedisined a ra war on tro ; an dud e karg eveldon (ar prefed, an eil prefed, an amiral, kuzulierien, an depute... ) paket gand an droug e-giz ‘zo bet lavaret, daoust ma n'eo ket eur hleñved. Nemed eur houblad o veva eun tammig Koh Lanta pe Île de la Tentation, heb an tele evel just ! Ha tud a vicher war on tro o tisplega deom eur chañs eo bea desket ar brezoneg ken buan... an diesa eo kredi ze ha beva sioul sañset ! Setu om sterniet mad... plijadur ken-ken.

Emichañs n'eo ket re stard ho labour : lennet ‘meus oa bet daleet Fest ar Frankophonie, eun dra vad ; martreze ‘vo greet e diou pe beder yez ar bloaz ‘zo o tond, a lavar Jean. Lennet ‘meus ivez ‘oa bet arestet tud ‘zo, diskredet : paour-kêz tud ! Lod all ‘doa kavet sikour David Copperfield pe staotet war ar Mac Do memez ? N'eo ket posibl, ar vro ‘oa war an tu-gin memestra d'ar mare-ze !

E helleh lavar tro-war-dro om eüruz amañ war an enezenn. Kalz gwelloh war ar yez... tamm louzou ebed, boued naturel hag all hag all.

A galon,

Mil bennoz a-berz an Intron Dumezil ha Jean.

Setu ar hendalh gand Maïwenn Morvan :

« Alo ! C’hoant ‘meus da gomz gand Alain dioustu.
- Boñjour deoh Aotrou Prezidant. Ema ar ministr kenta o kaozeal gand an Intron Angela Merkel.
- Angela a hortozo, ezomm ‘meus da gomz gantañ dioustu. Buan !
- Ya, Aotrou Prezidant...
- Alo, Bernard ? Petra ‘zo ? Fuloret eo Angela peogwir…?
- Alain, eur gudenn vrasoh eged fulor Angela on-eus. Klevet ‘peus petra ‘zo o tremen e Breiz ?
- A ya, Bruce Springsteen o tond da ouel an erer koz. Marina ‘deus prenet he billed dija.
- Alain ! ‘meus ket c‘hoant da farsal. O komz deuz afer ar brezoneg emaon.
- Afer ar brezoneg ? Med warlene eo bet trohet toud budjetou ar hevredigeziou sevenadurel. N'eo ket maro ar patois-ze hoaz ?
- Sod out pe betra ? Pe bouzar ? ‘Peus ket klevet komz deuz ar gwalleur ahont ? Marteze eo red din soñjal en eur remaniement bennag. Fin… Lared a ran dit neuze : klañv eo toud an dud gand ar brezoneg.
- Ya, gouzoud a ran, med o vervel ema toud an dud koz-se memestra.
- Nann, n’emaon ket o komz deuz ar mammou-koz e Rostren pe me ‘oar-me. Gwasoh eo : ar prefeded, toud kuzulierien ar rannvro ha memez ma sekretourez amañ. Ne ouien ket e oa Katell he eil ano-bihan ? Kuzet e oa bet diouzin. Komz a reont brezoneg bremañ.
- N'eo ket gwir ? Paour-kêz tud ! Pegen trist evite !
- Trist ? Tamm ebed ! Eurüz int ! Resevet ‘meus eul lizer gand Jules Guindé. Skriva a ra e plas ar prefed, peogwir n’eo ket evid skriva galleg ken. Med lared a ra n’eo ket bet eürusoh biskoaz. Beb sadorn da noz e ya da zañsal gand kuzulierien an departamant.
- Dañsal ?
- Ya, skrivet ‘neus eur barzoneg din memez : « Avec le plinn, fini le spleen, vive la gavotte, ça dépote. » Plinn ? Gavotte ? Ne gomprenan netra. Ouspenn-se e skriv eo deuet Dumezil koz da veza eur mestr war ar fisel. Petra a ra gand tammou fisel ? Klañv eo Guindé ivez sur a-walh, skrivet ‘neus « fisel » e plas « ficelle ».
- Malestou ! Med gounezet e-noa priz kenta ar skrivadenn Pivot. Eur sin fall eo ! Bernard, ganit ema ar wirionez. Fall-tre eo deuet da veza. Petra vo greet ?
- Petra vo greet ? Petra vo greet ? Med ne ouian ket... nann, ne ouian ket... N’eus ket bet gwasa dizeur er vro c’hoaz ! Tud eüruz o komz eur patois brein ? »

Setu ar hendalh gand Alan Broc :

- Choñjet ‘m-eus ne oa ket spontuz a-beh, keid ha ma ne gomzit ket brezoneg, c’hwi eùé en Elysée hag er ministeriou. An diêsted eo, a-benn bremañ n’eus nameid tud ar meradur ou-deus paket ar hlañùed brein-ze. Petra ‘lavaro an dud ou-deus disket poeniuz ar galleg, ou-deus dilezet ar brezoneg, ha bremañ, an dud ou-deus en em balforset da hallekaad ne gomzont nameid brezoneg.

- Da getan, red eo dim gober èl ma ree Karlos Kint e Spania. Ne gomze ket spanioleg d'an deraou. Neusen, kroueet e-neus hengoun "ar roue mud". An etiket neùé a lâre ne veze ked kleùet moueh ar roue. Neusen an dud a gomze dehoñ, ha ean a responte dousig  tre e skoarn eun den a ouie spanioleg, hag a lâre da heul ged ur voueh ihuel : "Disklêr a ra ar roue... " El rezon, pa oe ar-dro d'an daol ged e vignoned, e privez, ean a gomze normal, e galleg da getan, da heul e spanioleg pand e-neus disket. Med, er porh, e publik dirag an dud, e-neus dalhet an hengoun ag ar roue mud. Zokén goude e varo, e vab Filip an eil e-neus dalhet ged an hengoun-ze, ean ne gomze nameid spanioleg, neoah, hag heb pouez-moueh erbéd.

Eid ar momant e hellit gober an dra-ze. An oll dud a skriv e Brud Nevez, an oll vistri-skol e brezoneg a za da voud troour ar meradur. Da skwer, ar prefed a laro dousig e brezoneg ar peh a choñj, hag a brezoneger a droo e galleg. Med èl rezon, n'hellam ket gober an dra-ze da virùiken, p’emeur e choñj lemel postou-labour e-touez tud ar meradur !

Setu echu evid poent ! deoh da ijina ar peurrest !

Klika amañ evid gouzoud penaoz ober evid kemer perz !

Publicité
Publicité
25 mars 2009

Kendalh n°6 gand Maïwenn Morvan

24 mars 2009

Kendalh n°5 gand Dédé Morvan !

6 mars 2009

Kendalh n°4 gand Dédé Morvan !

Setu ar hendalh gand Dédé Morvan :

5 mars 2009

Kendalh n°3 gand Henri Cariou

Klañv gand ar brezoneg

"Chéri, tu peux descendre. Ton café est prêt."
"Petra a lavarez ? Oh, nandedie, nemed kard dija, poent braz eo din sevel. Gortoz, prest on da ziskenn. Eur vunutenn c'hoaz, va dousig."
"Qu'est-ce que tu dis ? Je ne comprends rien quand tu grognes."
"Saozneg a gomzez ouzin bremañ ? Petra a hoarvez ganez ? Te a gav dit am-eus amzer da farsal, eur bern labour a zo ganin war va choug ar mintin-man."
"Mon chéri, ce n'est pas drôle..."

"Doktor Abeguile ? Amañ an itron Dumezil . Deuit buan. Eun dra spontuz. Eun dra skrijuz a zo c'hoarvezet ganeom. N'ouzon ket petra da ober."
"Dousig, dousig, mar plij, ha displegit din sklêr petra a zo c'hoarvezet."
"Va fried ne gomz ket galleg ken."
"Penaoz 'ta ? N'e-neus ket c'hoant ken da gomz galleg ?"
"N'eo ket se. Ne hell ket ken."
"Penaoz e hellit lavaroud an dra-ze ? C'hwi zo sur ne ra ket goap ahanoh ? Etre priedou a-wechou..."
"Va gwaz n'eo ket eur farser, dokteur. Forz penaoz, evid beza sur ne ree ket an neuz, am-eus piket anezañ gand eur spillenn ha dioustu e-neus lavaret traou digomprenuz gand eur pouez-mouez spontuz hag en eur yez ne gomprenan ket."
"Dond a ran dioustu."

"Diêz eo da gredi, mez gwir eo : an aotrou Dumezil ne gomz ket galleg ken. Ho pried a gomz brezoneg, itron ger."
"Brezoneg ? N'eo ket posubl ! Sur oh ?"
"Genidig on euz Santeg e-kichen Kastell-Paol, itron."
"Mez penaoz e-nije desket ar patwa-se ?"
"Ar yez-se. Ne ouie ket eun tamm a-raog ?"
"Ah nann 'vad ! Eüruzamant. Tamm ebed. Va fried a zo euz Chalons-sur-Marne, hag emaom amañ abaoe daou viz nemetken."
"Drol eo. Komz a ra evel unan e-neuz desket ez-vihan, ha brao e teu gantañ memez."
"Mez penaoz e raio evid kenderhel gand e vicher ? E galleg e labour, ha me lavarfe memez, evid ar galleg e labour."
"Gwir eo, eur rener braz evel ho pried a dle beza sammet gand al labour er mare-mañ. Dreist-oll gand afer ar chomlehiou e Breiz-Izel..."
"Oh, tud 'zo a zo striz o spered. Ha war ar marhad, pedet eo bet da gemer perz e Gouel Meur ar Frankofoni. Ne vo ket gouest zoken da lenn ar prezegennou e-neus savet. Petra a hoarvez gantañ, dokteur ?"
"Ne gomprenan seurd ebed. Gwall-goñpliket eo ar memor. Tud 'zo a-wechou a zisoñj o yez-vamm. Mez an dra-ze ne hoarvez ket en en eun taol. Pez a a zo drol ivez, ho pried a gomz eur yez n'e-neus ket desket."
"Posubl eo, dokteur ?"
"Evid ar burzudou e vefe mad mond da weloud e leh all. Evid ar skiant e hellan telefoni d'eur mignon din a ra war-dro kudennou ar memor."

"Egzaminet on eus an aotrou Dumezil, itron."
"Grevuz eo ?"
"Ne hellom ket beza sur evid ar mare. Skoet-braz eo bet evel just p'on-eus lavaret dezañ ne gomze nemed brezoneg hiviziken. Ken skoet m'on-eus ranket rei louzeier, "antidépresseurs" dezañ."
"Mez moaien a vo dezañ addeski galleg sur a-walh ?"
"N'ouzom ket re. Klasket on-eus deski dezañ eun toullad geriou : "je vous en prie", "bonsoir", "mes hommages", mez e spered ne zeu ket a-benn da zerhel soñj anezo. Drol eo peogwir an doktor Abeguile a zo deut a-benn da zeski dezañ frazennou euz e vro henidig."
"Mez galleg eo a ranker deski dezañ ! N'emaon ket o vond da zeski brezoneg evid kaozeal gand va gwaz, memestra..."

"Digarezit ahanon, itron Dumezil, an aotrou prefed ne hell ket kaozeal evid ar mare. Amañ Jules Guindé, e karg evid ar mare... Ya... Kompren a ran... O va Doue, itron ger, eur bern tud estreged ho pried o-deus paket ar hleñved-se. Eur gwir gleñved-red... Ya, e-touez an dud e karg a renk uhel, ar re dindan ar stad nemetken. Tamm galleg ebed ken ganto, nemed trefoedachou Landrevarzeg, Kernaskleden, Logivi-Plougraz... A, va zekretourez a lavar din eo krog ar hleñved en aotrou prefed ivez, war a zeblant. Klask a reom ober pez a hellom, mez honnez n'eo ket eur gudenn êz. Kenta tra on-eus greet eo lakaad e "détention provisoire"  skipaill Ofis ar Brezhoneg evel just, eun toullad sonerien daou ha daou, daou pe dri varz breizad, kelennerien euz Diwan, mez beteg-henn n'eus bet cheñchamant ebed..."

27 février 2009

Kendalh n°2 gand Frank Bodenes

Kendalh kenta gand Maïwenn Morvan !

« Ale, lar din ar wirionez Yann-Hoel, te an hini eo ’peus sordet ar prefed hag ar re all, n’eo ket ?
- N’eo ket.
- Alato, na gont ket geier din ! N’eus nemed eun drouiz gouest d’ober kement-mañ.
- Marteze, med n’em-eus greet netra.
- Ne dalv ket ar boan lavared geier din. Sur on.
- Memez m’ am-befe bet ar hoant, ne vefen ket deuet a-benn » eme Yann-Hoel, dipitet.
« Petra ? Med eun den kad da lakaad mein hir da nijal a zo gouest da zorda tud, sur a-walh ! ?
- Ya, med me n’on ket. Soñj ‘peus pa z on eet beteg Kembre da zeski troiou an drouiz meur aze ? Beñ ne oa ket gwir.
- Petra ? Peleh out bet, neuze ?
- Beteg ar Stadou-Unanet.
- Ar Stadou-Unanet ? Med n’ouzon ket ped gwech ‘peus laret deom e oa an Amerikaned mibien an diaoul, gand o McDo ha kement ‘zo.
- Evid diwall ma sekred e oa ! E gwirinonez on bet oh ober eur staj gand David Copperfield.
- A ! Gaouiad brein ! Me ‘moa feiz ennout ! Pa zoñjan ‘meus statoet war McDo Karaez beb sul da 11 eur 59 peogwir ‘poa lakaet ahanon da gredi e oa eun doare da gas kuit ar glianted ! Gaouad brein.
- O ! o ! Chom sioul Fulup ! » eme eun trede paotr na oa ket bet klevet beteg henn. « Ema Keleier Breiz o kregi war Frañs 3, marteze e vo laret eun dra bennag diwar or penn. Ha mir da startijenn ganit. Red e vo beza fresk ha speredeg evid mond er mêz deuz an toull bah ! »

Setu echu evid poent ! deoh da ijina ar peurrest !

Klika amañ evid gouzoud penaoz ober evid kemer perz !

25 février 2009

Kroget eo !

Fotolia_11058984_Main

D’ar 27 a viz c’hwevrer 2009 e krog Nevez-Amzer SKED, ha digor eo ganeom neuze ar blog 1000pluenn. Adaleg bremañ ez eus moaien deoh lenn penn kenta ar romant gand Jean-Christophe Bozec… ha kemer perz oh ijina ar peurrest ! Krogit e-barz ha lezit hoh ijin da gas ahanoh… Beh dezi, beteg ar 4 a viz ebrel !

Setu penn kenta ar romant skrivet gand Jean-Christophe Bozec...

Klañv gand ar brezoneg

“Chéri, tu peux descendre. Ton café est prêt.”
“Petra a lavarez ? Oh, nandedie, nemed kard dija, poent braz eo din sevel. Gortoz, prest on da ziskenn. Eur vunutenn c’hoaz, va dousig.”
“Qu’est-ce que tu dis ? Je ne comprends rien quand tu grognes.”
“Saozneg a gomzez ouzin bremañ ? Petra a hoarvez ganez ? Te a gav dit am-eus amzer da farsal, eur bern labour a zo ganin war va choug ar mintin-man.”
“Mon chéri, ce n’est pas drôle…”

“Doktor Abeguile ? Amañ an itron Dumezil . Deuit buan. Eun dra spontuz. Eun dra skrijuz a zo c’hoarvezet ganeom. N’ouzon ket petra da ober.”
“Dousig, dousig, mar plij, ha displegit din sklêr petra a zo c’hoarvezet.”
“Va fried ne gomz ket galleg ken.”
“Penaoz ‘ta ? N’e-neus ket c’hoant ken da gomz galleg ?”
“N’eo ket se. Ne hell ket ken.”
“Penaoz e hellit lavaroud an dra-ze ? C’hwi zo sur ne ra ket goap ahanoh ? Etre priedou a-wechou…”
“Va gwaz n’eo ket eur farser, dokteur. Forz penaoz, evid beza sur ne ree ket an neuz, am-eus piket anezañ gand eur spillenn ha dioustu e-neus lavaret traou digomprenuz gand eur pouez-mouez spontuz hag en eur yez ne gomprenan ket.”
“Dond a ran dioustu.”

“Diêz eo da gredi, mez gwir eo : an aotrou Dumezil ne gomz ket galleg ken. Ho pried a gomz brezoneg, itron ger.”
“Brezoneg ? N’eo ket posubl ! Sur oh ?”
“Genidig on euz Santeg e-kichen Kastell-Paol, itron.”
“Mez penaoz e-nije desket ar patwa-se ?”
“Ar yez-se. Ne ouie ket eun tamm a-raog ?”
“Ah nann ‘vad ! Eüruzamant. Tamm ebed. Va fried a zo euz Chalons-sur-Marne, hag emaom amañ abaoe daou viz nemetken.”
“Drol eo. Komz a ra evel unan e-neuz desket ez-vihan, ha brao e teu gantañ memez.”
“Mez penaoz e raio evid kenderhel gand e vicher ? E galleg e labour, ha me lavarfe memez, evid ar galleg e labour.”
“Gwir eo, eur rener braz evel ho pried a dle beza sammet gand al labour er mare-mañ. Dreist-oll gand afer ar chomlehiou e Breiz-Izel…”
“Oh, tud ‘zo a zo striz o spered. Ha war ar marhad, pedet eo bet da gemer perz e Gouel Meur ar Frankofoni. Ne vo ket gouest zoken da lenn ar prezegennou e-neus savet. Petra a hoarvez gantañ, dokteur ?”
“Ne gomprenan seurd ebed. Gwall-goñpliket eo ar memor. Tud ‘zo a-wechou a zisoñj o yez-vamm. Mez an dra-ze ne hoarvez ket en en eun taol. Pez a a zo drol ivez, ho pried a gomz eur yez n’e-neus ket desket.”
“Posubl eo, dokteur ?”
“Evid ar burzudou e vefe mad mond da weloud e leh all. Evid ar skiant e hellan telefoni d’eur mignon din a ra war-dro kudennou ar memor.”

“Egzaminet on eus an aotrou Dumezil, itron.”
“Grevuz eo ?”
“Ne hellom ket beza sur evid ar mare. Skoet-braz eo bet evel just p’on-eus lavaret dezañ ne gomze nemed brezoneg hiviziken. Ken skoet m’on-eus ranket rei louzeier, “antidépresseurs” dezañ.”
“Mez moaien a vo dezañ addeski galleg sur a-walh ?”
“N’ouzom ket re. Klasket on-eus deski dezañ eun toullad geriou : “je vous en prie”, “bonsoir”, “mes hommages”, mez e spered ne zeu ket a-benn da zerhel soñj anezo. Drol eo peogwir an doktor Abeguile a zo deut a-benn da zeski dezañ frazennou euz e vro henidig.”
“Mez galleg eo a ranker deski dezañ ! N’emaon ket o vond da zeski brezoneg evid kaozeal gand va gwaz, memestra…”

“Digarezit ahanon, itron Dumezil, an aotrou prefed ne hell ket kaozeal evid ar mare. Amañ Jules Guindé, e karg evid ar mare… Ya… Kompren a ran… O va Doue, itron ger, eur bern tud estreged ho pried o-deus paket ar hleñved-se. Eur gwir gleñved-red… Ya, e-touez an dud e karg a renk uhel, ar re dindan ar stad nemetken. Tamm galleg ebed ken ganto, nemed trefoedachou Landrevarzeg, Kernaskleden, Logivi-Plougraz… A, va zekretourez a lavar din eo krog ar hleñved en aotrou prefed ivez, war a zeblant. Klask a reom ober pez a hellom, mez honnez n’eo ket eur gudenn êz. Kenta tra on-eus greet eo lakaad e “détention provisoire”  skipaill Ofis ar Brezhoneg evel just, eun toullad sonerien daou ha daou, daou pe dri varz breizad, kelennerien euz Diwan, mez beteg-henn n’eus bet cheñchamant ebed…”

Setu echu eo penn kenta ar romant, deoh da ijina ar peurrest !
Klika amañ evid gouzoud penaoz ober evid kemer perz !

23 février 2009

Digemer mad !

LogoAMzerNevez_2009

A-benn miz meurz 2009 e vo "Nevez-amzer" e Brest gand Sked gouel sevenadur Breiz e vo.

Nevez-amzer ar brezoneg e vo ivez 'ta neuze!

War ar blog-mañ, emaom o vond da ginnig deoh ijina oll asamblez eur pez mell istor.

Gand Jean-Christophe Bozec e bet savet pajenn genta ar roman fentuz "Klañv gand ar brezoneg".

Goude ze, e vo da bep hini da vond pelloh gand an istor hervez e ijin hag e faltazi : d'an eil da skriva eur bajennad war-lerh egile, pe eun toullad linennou nemetken, evel ma karo.

Skriva a rayo pep hini en doare-skriva m'eo kustum pe digustum.

Hag evel-se e hello peb brezoneger dond da veza skrivagner !

Deuit en-dro war ar blog-mañ adaleg hanter miz c'hwevrer :
- evid gouzoud hirroh penaoz e vo kont ha penaoz e tremeno an traou
- ha dreist-oll evid beza an hini kenta o skriva diwar ar steuenn a vo kinniget deoh gand eur skrivagner anavezet.

M'ho-pefe tra pe dra da houlenn diganeom ahann da neuze, n'ho-peus nemed ober !

Ken ar henta !

Emgleo Breiz

12 janvier 2009

Penaoz ober evid kemer perz ?

Evid kemer perz : red eo mond e traoñ ar "post" diweza, klika war "commentaires" ha sevel ho pennad.
Bez' e hellit implij eun ano-pluenn, med a-bouez eo evideom kaoud ho chomleh e-mail.
Lennet e vo ar pennad da houde gand skipaill Emgleo Breiz.
Aotreet eo Emgleo Breiz da denna kuit euz ar blog ar pennadou a vefe difeson.

Publicité
Publicité
1 2 > >>
1000 pluenn
Publicité
1000 pluenn
Archives
Publicité